Mont d’an endalc’had

Wace

Eus Wikipedia
Wace o kinnig ar Roman de Rou d'ar roue saoz Herri II, hervez ur skeudenn eus 1824.
Ar monumant da Wace was set e Jerzenez

Wace (war-dro 1115 – war-dro 1183) a oa ur barzh norman, ganet e Jerzenez, ha desavet e Normandi an douar-bras . E-barzh ar Roman de Rou e lenner e oa bet kaset da g-Caen) pa oa bugel, e oa bet war e studi e Caen da gentañ, hag en Enez-Frañs goude, a-raok distreiñ da Normandi, da vevañ evel chaloni e Bayeux.

Diwar-benn Wace n'ouzer nemet pezh a lavar eus e vuhez en e varzhonegoù. Ger ebet eus pegoulz e oa ganet ; moarvat etre 1090 ha 1110 hervez a greder.

An anv Wace zo bet implijet e Jerzenez betek ar XVIvet kantved ha hañvalout a ra bezañ e anv nemetañ. An anvioù-tiegezh ne oa ket anezho e pep lec'h en amzer-se.

Lezet en deus war e lerc'h oberennoù skrivet e normaneg hag en o zouez :

Roman de Brut

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diazezet eo ar Roman de Brut war al levr Historia Regum Britanniae, skrivet e latin gant Jafrez Menoe. Kontañ a ra istor Enez Vreizh abaoe donedigezh Brutus a Droja ha mojenn ar roue Arzhur. Gant Wace an hini e vez graet ar meneg kentañ eus an Daol Grenn ha roet an anv Excalibur da gleze Arzhur. Berzh a reas ar romant-se e Bro-Saoz en e amzer ha gantañ e voe brudet mojenn Arzhur er vro-se. Gantañ e voe awenet Layamon a skrivas ur varzhoneg hir anvet Brut ivez hag a voe ar skrid saoznek kentañ diwar-benn ar roue Arzhur.

Roman de Rou

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er Roman de Rou e reer anv, kalz, eus Gwilherm an Alouber hag aloubadeg Bro-Saoz gant an Normaned. Hervez Layamon e oa bet savet ar skrid war c'houlenn ar roue saoz Herri II.

Wace a skrive en ur rannyezh normanek.

Ur monumant greunvaen zo bet savet da Wace er States Building, e Royal Square, e Jerzenez. Warnañ e lenner div werzenn eus ar Roman de Rou ma embann ar barzh pelec'h e oa ganet, ha ma santer un tamm lorc'h ennañ :

Jo di e dirai ke jo sui
Wace de l’isle de Gersui

E jerzenezeg a vremañ :

J'dis et dithai qu'jé sis
Wace dé l'Île dé Jèrri

E galleg a vremañ:

Je dis et dirai que je suis
Wace de l'île de Jersey

E brezhoneg:

Larout a ran hag a rin ez on
Wace a Jerzenez