Mont d’an endalc’had

Yann-Vari Perrot

Eus Wikipedia
Yann-Vari Perrot
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denJean-Marie Perrot Kemmañ
Anv-bihanJean-Marie Kemmañ
Anv-familhPerrot Kemmañ
Deiziad ganedigezh3 Gwe 1877 Kemmañ
Lec'h ganedigezhPlouarzhel Kemmañ
Deiziad ar marv12 Kzu 1943 Kemmañ
Lec'h ar marvSkrigneg Kemmañ
Doare mervelmuntr Kemmañ
Killed byJean Thépaut Kemmañ
Yezh vammbrezhoneg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg, brezhoneg Kemmañ
Yezh implijet dre skridgalleg Kemmañ
Micherbeleg katolik, barzh, skrivagner Kemmañ
RelijionKatoligiezh Kemmañ
Perzhiad eWWII Axis collaboration in France Kemmañ
BrezelBrezel-bed kentañ Kemmañ
Ezel eusKevredigezh Vroadel Breizh, Consultative Committee of Brittany Kemmañ

Yann-Vari Perrot (3 a viz Gwengolo 1877-12 a viz Kerzu 1943) a oa ur beleg katolik hag ur skrivagner brezhonek hag a voe drouklazhet e 1943 e Skrigneg. Labouret en doa a-hed e vuhez evit ar brezhoneg. Rener ar gazetenn “Feiz ha Breiz” ha saver ar “Bleun-Brug” e oa.

Hiziv eo brudet muioc'h abalamour d'an doare garv ma oa marvet eget d'al labour en doa graet evit ar brezhoneg hag e feiz.[1].

Dre ma oa emzivad e sine Minor Kerbrieg (M. K.) a-wechoù.

Ganet e voe Yann-Vari Perrot e Plouarzhel e ti labourerien-douar, Yann-Vari Perrot e oa anv e dad ha Loeiza 'n Eskob e vamm . Eizh miz e oa ar bugel pa varvas e vamm, ma voe desavet gant ur c'hoar d'e vamm-gozh, e Kerbrieg, e parrez Lanriware, da gentañ, hag e Brendege, e Lokmaria-Plouzane, da c'houde. D'e 11 vloaz ez eas Yann-Vari d'ar skolaj Gwengamp ma oa un eontr dezhañ, ar frer Agathange, o kelenn ennañ, pa voe c'hoant gant ar paotrig da vont da veleg. Pa voe 14  ez eas d'ober e studioù da gloerdi bihan Pontekroaz, ha diwezhatoc'h da gloerdi bras Kemper. Beleget e voe d'ar 25 a viz Gouere 1903. Mont a reas da gure da Sant-Nouga e-pad dek vloaz. E miz Meurzh 1914 e voe kaset da gure da Sant-Tegoneg, met e miz Eost e rankas mont d'ar brezel. Kravazhataer e voe da gentañ, ha sekretour ur bredvezeg da c'houde. E miz Genver 1919 e tistroas da Sant-Tegoneg gant ar Groaz a Vrezel ha, bloaz goude, e voe anvet da gure e Plougerne, e-lec'h ma chomas dek vloaz.

Pa glaskas adsevel ar Bleun Brug e 1920 e santas e oa ezhomm eus embann levrioù relijiel e brezhoneg. Kejañ a reas alies gant tud Walarn, Youenn Drezen a sachas eus e du e 1924, Roparz Hemon, da-c'houde, pa voe Moulerezh ar C'hastell, ti-moullañ Emgleo Sant Iltud, krouet diwar e atiz, Gwalarn. Moullet e veze ar gelaouenn gant an ti-moullañ-se ha Skrid ha Skeudenn, an tiez-embann brestiz a glaske sevel levrioù brezhonek da-gentañ holl.

E 1930 e voe anvet da berson ha kaset da Skrigneg en ur gumun bell ha digenvez, pa intente Eskob Kemper ha Leon lakaat diaesoc'h e oberioù evit difenn mennozhioù breizhek re splann.

Drouklazhet e voe d'an 12vet a viz Kerzu 1943 en ur vont da gas an nouenn en ur gêriadenn digenvez.

E-pad pell e voe kevrinus anv an torfedour hag e abegoù, met e spurmanter anezho e amzerioù teñval ar stourmoù ouzh ar c'houzalc'herien alaman.

Lidet e voe obidoù war un ton bras d'an 15vet a viz Kerzu e iliz Skrigneg hag e voe interet e-kichenn chapel Koad-Kev, pa voe deuet an eskob Duparc, un tri-ugentad veleien ha kalz a dud eus Breizh a-bezh. Dileuriet e voe André Dezarrois gant prefed Rannvro Vreizh, Jean Quenette hag e reas un brezegenn gañv ofisiel, goude hini eskob Kemper ha Per Mocaer. P. Mocaer a zisklêrias e brezhoneg : …Diou garantez a vage er bed-man : hini ar Feiz hag hini Breiz kemmesket o-diou en eur sert mod, ken en e galon, ken en e spered ma oant deuet da vezan nemet unan.

Sklaer-tre e voe meuleudioù An Aotrou Duparc a bouezas war servjoù kravazhaer en doe rentet ar beleg er brezel : Patrom:Quote Nac'hañ a reas André Dézarrois degas komzoù ofisiel hag e adkemeras re an eskob war vrogarouriezh ar mammvro a vage an den lazhet hag e obererezh speredel.Patrom:Quote. Prezegennoù-kañv an eskob, Per Mocaer hag André Dézarrois a voe embannet e niverenn 1-1944 Feiz ha Breiz ne voe kaoz nemet eus Yann-Vari Perrot enni.

Ar brezhoneg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Heñcher ar gloer kizidik ouzh ar yezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa erruas Yann-Vari e Gwengamp e lavaras e eontr dezhañ : "Difennet eo komz brezhoneg er skolaj !" Sentiñ a ra ar c'hrennard, met kavout a reas direizh al lezenn. Adkavout a ra ar yezh er c'hloerdi. Beleien Breizh-Izel o doe ezhomm eus ar brezhoneg bemdez ha kentelioù brezhoneg a veze roet e kloerdioù ar brezhonegva, pa venne d'an Iliz katolik ober e gentelioù gant yezh a veze implijet e bro-mañ-bro. Bodañ a reas ar gloer hag ar veleien gar-o-yezh tro dro dezhañ en ur adsevel Kenvreuriez ar Brezoneg evit ma vo diorroet an deskadurezh kristen dre ar brezhoneg.

E 1902 e kemeras perzh e Kendalc'h an Oberoù. Pep bloaz, etre 1885 ha 1908, e veze aozet ur seurt kendalc'h gant ar gloer o-unan. E Kloerdi bras Kemper, hag e voe darbennet gant ar vodadeg,pa embannas: Un ober sokial eo miridigezh ar brezhoneg hag an hengounioù mat staget outañ, rak ur moien da vont d'ar bobl eo ar brezhoneg… (La conservation du breton et des bonnes traditions qui s'y rattachent est une œuvre sociale et le breton (…) un moyen d'action nécessaire pour aller au peuple).[2]. E 1911 e sav un embannadur nevez eus Buez ar Zent, ur pikol levr, 917 pajenn ennañ, hag a reas berzh e meur a ziegezh brezhonek. Dont a reas er-maez un embannadur azazaet evit lodenn vrezhonek Eskopti Sant-Brieg, bloaz goude, a-drugarez da Erwan ar Moal, piler ar gazetenn gristen, Kroaz ar Vretoned, asamblez gant Frañsez Vallée.

Feiz ha Breiz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Sant-Nouga e labour kalz ar c'hure yaouank gant ar brezhoneg en ur aozañ ar patronaj e oa d'ar gureed ober war-dro dezho ha priziet e veze lakaat ar re yaouank c'hoari pezhioù-c'hoari berr kentelius. E 1907 e voe aotreet person Sant-Nouga, Frañsez Kardinal, mont da rener ar gelaouenn Feiz ha Breiz hag e resisas an eskob ma (vo aotreet) "an aotrou Perrot, kure, a laboura gant e berson". Pa kuitaas Sant-Nouga ar berson, e penn 1907, ez eas Yann-Vari Perrot da rener e-unan[3]. gl Er c'hloerdi e skrive pennadoù evit ar gazetenn vrezhonek Feiz ha Breiz. E 1911 e teu da vezañ rener ar gazetenn hag ober a ra war he zro betek e varv. Bep miz ec'h embann Feiz ha Breiz keleier, pennadoù diwar-benn istor Breizh, kontadennoù ha kanaouennoù. Lennet e vez e 10 000 tiegezh e Leon hag e Kernev.

Pa komprene e voe diouer bras d'ar vrezezhonegerien eus diduamantoù brezhonek a live dereat e savas ar c'hure yaouank ur strollad c'hoariva : Paotred Sant-Nouga hag e savas pezhioù-c'hoari evitañ. E kement parrez ma vo anvet e savas strolladoù c'hoariva : Paotred Sant-Tegoneg, Paotred Mikael an Nobletz, Paotred Skrignag. Merc'hed a zo er strolladoù-se, un dra nevez eo. Da-heul un abadenn gant Paotred Sant-Nouga e Kastell Keryann e sav Yann-Vari Perrot hag un nebeud pennoù bras ur gevarzhe nevez : ar Bleun-Brug. Difenn spered Breizh eo pal ar Bleun Brug. Bep bloaz e vez gouelioù bras en ur barrez, ken un doare “Eisteddfod” ez eo gant oferenn ha gousperoù, prezegennoù kan ha c'hoariva ha ... tud a-viliadoù o tont eus Breizh-Izel a-bezh. Goude ehan ar brezel e lakaas ar Bleun Brug da adsevel, pa aozas gouelioù ar Bleun Brug e Kastell Paol e 1920.

Dastumer kanaouennoù-pobl

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dastum a reas kanaouennoù-pobl e bastell-vro Goueled Leon. Kenskrivañ a reas gant merc'h-vihan Kervarker, p'he doe dastumet kanaouennoù ar vro-se ivezh.

Brouder evit lakaat war wel ar c'hentañ ti-embann brezhonek, Emgleo Sant Iltud

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

O vezañ ma voe ur beleg e voe techet da bourveziñ traoù dereat ha kentelius da vezañ kinniget d'ar feizourien, ha d'ar yaouankañ anezho dreist-holl, e santas e c'hellfe lakaat da embann pezhioù-c'hoari berr ha buhezioù sent ivez, ar re-se tennet eus e pikol levr Buhez ar Sent.

E 1921, e kendrec'has darn pennadurezhioù ar Bleun-Brug sevel ar gevelouri evit en embann brezhonek, Emgleo Sant-Iltud, e anv[4]. Staliet e voe e vurev e savadur Imprimerie de la presse libérale en Finistère, anvadur ofisiel Moulerezh ar C'hastell e gêr gozh Brest. Goulenn a reas digant Youenn Drezen dont da gemer ur post skridaozer er C'hourrier du Finistère ha merour ar gevelouri embann asamblez. [5].

Ar politikerezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un amzer gaer eo ar « Belle Epoque » evit sevenadur Breizh. Theodore Botrel hag Anatol ar Braz a zo e-kreiz o brud. Skrivagnerien ampart a labour e brezhoneg: Frañsez Vallée, Erwan ar Moal, Job ar Bayon, Yann-Ber Kalloc'h, Ivon Krog, Tangi Malmanche ... Al lezennoù a-enep an iliz a lak ar veleien da embann levriou ha kazetennoù. Skrivet int en ur brezhoneg kempenn ha n'eo ket e "brezhoneg beleg". Ur vroad eo Breizh evit an holl dud-se met n'int ket broadelourien. Krediñ a reont e ranker mirout sevenadur ar vro.

Ar vroadelouriezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar gatoliked o deus un abeg mat evit difenn ar brezhoneg. An doareoù-bevañ nevez, ha digristen, a zeu gant ar galleg. Krediñ a reont e c'heller, gant ar brezhoneg, mirout an doareoù-bevañ kozh ha kristen. Kredenn kure yaouank Sant-Nouga eo ivez: "Ar Brezhoneg hag ar Feiz A zo breur ha c'hoar e Breizh." Buan, avat, e kas ar gudenn war dachenn ar politikerezh. Ur vro gatolik eo Breizh. Gouarnamant Pariz a vot lezennoù a-enep an iliz. Kontrol eo al lezennoù-se da sonjoù ar Vreizhiz. Dont a ra Yann-Vari Perrot da gredin e-rank ar Vreizhiz sevel o-unan al lezennoù evit Breizh. Dont a ra da vezañ broadelour eta. E vroadelouriezh a zo diskleriet fraezh en e destamant savet e-pad ar Brezel Bras.

Frankiz politikel Breizh a zo, dres, pal ar re yaouank a embann ar gazetenn « Breiz Atao » adalek 1918. Ganet int war-dro 1900 ha gwelet o deus Iwerzhon o c'hounit he frankiz. Laouen eo Yann-Vari Perrot o welout ar re yaouank o labourat hag o stourm evit frankiz politikel Breizh. E gouelioù ar « Bleun Brug » e tegemer tud « Breiz Atao » ha skolaerien « Ar Falz ». Labour ar re-mañ evit ar brezhoneg er skolioù-Stad a zo ur skouer evit ar skolioù kristen. Nec'het eo ar beleg gant un dra : lik eo « Breiz Atao ». Da be vad difenn Breizh hep difenn ar feiz ? Ha n'ez eus emsav broadelour ebet evit ar gristenien yaouank !

Kavout a ra an diskoulm. E 1927 e kemm reolieg ar Bleun-Brug. Palioù ar gevarzhe a oa difenn sevenadur Breizh hag ar feiz. Reiñ a ra ur pal nevez dezhi: labourat evit emrenerezh Breizh. Displijout a ra ar c'hemm-se da eskob Kemper-ha-Leon, an Aotrou Duparc. Hemañ a zifenn ouzh ar veleien labourat evit ar Bleun-Brug. Ret eo da Yann-Vari Perrot dilezel ar politikerezh ha distreiñ d'ar sevenadur.

N'eo ket echu gant an tabutoù etre an eskob hag e berson broadelour. Lennet pizh e vez Feiz ha Breiz ha roll abadennoù ar Bleun Brug gant sekretourien an eskob. Sonjit 'ta ! E-pad Brezel Spagn emañ ar gatoliked e genou dirak Francisco Franco. Hemañ eo difennour bras ar relijion en tu all d'ar Pireneoù. Ha setu Yann-Vari Perrot o tifenn Euskariz! Spontet an Eskob! Person Skrignag a respont dezhañ ez eus kalz beleien euskarat o stourm a-enep Franco.

Kalz beleien a zo da vare Yann-Vari Perrot. Ret eo dezho gortoz pell a-raok bezañ anvet da berson. 53 bloaz eo Yann-Vari Perrot. Poent eo envel anezhañ e penn ur barrez. Daoust pelec'h e vo kaset ar beleg broadelour ? Kavout a ra an eskob an diskoulm. Kas a ra Yann-Vari Perrot da Skrignag. Ur barrez paour eus Menez Are eo ha, dreist-holl, ur barrez e-lec'h ne c'houlenn ket an dud ali o ferson a-raok mont da votiñ.

Yann-Vari Perrot e-kreiz e vrud

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un den brudet eo Yann-Vari Perrot en Emsav. Darempredoù gant mistri-skol publik bodet gant Ar Falz e chome pa gave mat o oberezhioù evit ar brezhoneg er skol. Mont a reas da obidoù Yann Sohier e 1935, kerkoulz ha Marcel Cachin.

Ur pont eo etre an amzer wechall hag an amzer da zont. Laouen eo yaouankiz Breiz Atao o kavout un den eus an Emsav kozh hag a gompren o mennozhioù. E labour pennek evit ar yezh a zo ur skouer evit difennerien yaouank ar brezhoneg. E feiz start e talvoudegezh ar frankiz politikel evit Breizh a zo ur skouer all. Ken darempredet eo presbital Skrigneg ha ma vo, diwezhatoc'h, ti Anjela Duval. Ur pont eo ivez etre ar Vreizhiz hag an Emsav. Bez emañ Yann-Vari Perrot e penn ar Bleun Brug ha Feiz ha Breiz. Anavezet eo e anv, hini ar gevarzhe hag hini ar gazetenn, gant milieroù a dud.

An Eil Brezel-bed

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-pad ar brezel e talc'h person Skrigneg da embann Feiz ha Breiz, da aozañ gouelioù ar Bleun Brug ha da zaremprediñ an emsaverien. Kemmoù a zo er saviad politikel, pa ya P.N.B da vezañ ur strollad politikel kreñvoc'h, met gwelet re dost d'an ac'huberien alaman. En e benn emañ Remont Delaporte, ur broadelour kristen, hag a zo bet e penn ar Bleun Brug. Pa n'eus ket mui ar gureed yaouank aet d'ar brezel, kresket eo samm ar person kozh. Ret eo dezhañ lojañ Alamaned en e bresbital. Ne c'houlenne ket Skrignegiz ali o ferson evit votiñ ha n'int ket chalet gant ali Vichy pe Berlin kennebeut. Kalz anezho a zeu da vezañ stourmerien er strouezheg levezoned gant ar gomunourien. Disfiz o deus lod, pa welont tud n'anavezont ket da gaout ar person

Ar bloavezh 1943

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E miz Even 1943, ec'h embannas Perrot un destenn anvet Karnel Katyn en e gelaouenn Feiz ha Breiz. Ur skrid enepkomunour a-grenn e oa, ha taolenniñ a rae lazhadeg Katyn ma voe lazhadeget Poloniz, prizonidi brezel anezho, gant al Lu Ruz dindan urzhioù Stalin er bloavezh 1940. En destenn e promet d'ar Vretoned e vijent aberzhet memes mod evel Poloniz ma vefe trec'h ar Soviediz er Brezel-Bed. Klasket e voe lazha~~ar beleg d'ar 25 a viz Du 1943, met un dro wenn e voe.

D'an 12 a viz Kerzu 1943, eo bet enskrivet anv Perrot gant ur gleizenn war monumant ar re varv eus ar brezel bras, war blasen ar bourk ; pa oa o tont eus ur chapel, o vale en un hent don, e oe lazhet person Skrigneg gant ur tenner yaouank kefridiet gant pennadurezhioù an harzherezh komunour Penn ar Bed.

Abegoù ar muntr goulakaet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur a vartezeadenn a zo bet dispaket evit displegañ abegoù muntr Yann-Vari Perrot.

Div zisplegadenn a zo bet :

  • Hervez kalz tud e Skrigneg eo bet lazhet ar person gant sponterien ar vro abalamour m'en dije roet harp d'an Alamaned.
  • Evit kalz tud en Emsav eo bet lazhet Perrot war urzh pennoù bras ar sponterezh e liamm gant Moskou. C'hoant o doa spontañ an emsaverien. Yann-Vari Perrot a oa doujet gant an holl, lazhañ anezhañ a oa skeiñ an holl, en o c'hreiz

N'eus prouenn ebet eus kenlabour Yann-Vari Perrot gant an Alamaned nemet ar fed ma'z eo bet lazhet gant un den eus ar strouezheg. N'eus prouenn ebet da ziskouez e teue an urzh eus pennoù bras an harzerezh nemet efed marv Yann-Vari Perrot. Skoet eo bet Breizh a-bezh gantañ ha ne c’helle strouezheg Skrigneg kemer divizoù evit Breizh a-bezh.

Ar gazetenn l'Heure Bretonne, hini Strollad Broadel Breizh a savo meur a bennad war muntr Yann-vari Perrot, embannet e vezo ivez e zestamant dindan an titlRa chomo peb unan Breizhad. Dre holl, bepred, betek mervel!" oc'h adkemer ur frazenn eus an testamant.

Goude e varv

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur c'hazetenner, Thierry Guidet, en deus klasket dirouestlañ ar gudenn. Un dra hepken a zo anat, emezañ : biskoazh n'en doa labouret Yann-Vari Perrot gant an Alamaned. Lazhet e vije bet Yann-Vari Perrot abalamour da stad follentez ar speredoù en Breizh. En un tu ar re o tagañ ar bed breizhek, ha gante banniel ar gomunouriezh, levezonet gant Moskva, en tu arall tud troet war difenn o yezh diouzh dañjer bras ar mare-se hag a zo Bro-C'hall. Un enebiezh a savas etre Bretoned hag a oa broadelourien, a enep-bro c'hall ha Bretoned all, evit ar "mere patrie" hag a oa komunourien, pezh a reas d'an darempredoù bezañ kriz ha taer e 1943. Ar brezel a oa o ren e Skrigneg. Kalz eus paotred ha merc'hed ar strouezheg a oa marvet etre daouarn an Alamaned. Ret e oa dezho kavout an hini kablus, ha respont en un doare kalet ha kalz aesoc'h e oa lazhañ ur beleg broadelour eget tagañ an arme alouber. An Aotrou Perrot a oa person, - da lavarout eo enep-komunour, - ha broadelour breizhat, - da lavarout eo, war a greded, tost d'an Alamaned. Un dañjer e oa evit stourmerien ar strouezheg ha ret e oa lazhañ anezhañ. N'ouzer ket hiroc'h.

Prezegenn da Lun Fask 2007 gant Unvaniezh Koad Kev el lec'h anvet ar Groaz Ruz, e Skrigneg.

Ur groaz-ruz a zo bet savet war al lerc'h m'edo bet drouklazhet an aotrou Perrot nebeut bloavezhioù war-lerc'h. Er bloavezh 1982 ez eo troc'het, nebeut mizioù da heul Talbenn Dieubidigezh Breizh pe FLB a zistruj ar mein-koun d'ar re varv e Skrigneg[1] . Abaoe ez eo bet adsavet ar groaz-ruz.

12 a viz Kerzu 1985 ez eo c'hoariet ur pezh-c'hoari war buhez Yann-Vari Perrot gant ar strollad c'hoariva en Brezhoneg Strollad ar Vro Bagan e Montroulez. Trouz a vo tro-dro d'ar pezh-c'hoari a-wechoù e vezo difennet[6]

Ingal e vez lidet un devezh e koun Yann-Vari Perrot gant ar gevredigezh Unvaniezh Koad Kev.

Distruj bez Yann-Vari Perrot e 2018

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Koun Lun Fask e Koad kev, en enor d'ar vroadelourien vreton, e 2014. Bez Yann-Vari Perrot.

D'ar sadorn 31 a viz Meurzh 2018 e voa taolet evezh, gant ur Skrignagadez, e oa bet distrujet kroaz bez Yann-Vari Perrot[7]. An deiz war-lerc'h e voe kavet luganioù skrivet gant pentur ruz war ar bez, ouzh Chapel Koad Kev. Al luganioù a zo reoù eus an tu kleiz pellañ hag a embann: FTP, Menez Are enep faskour, faskourien er maez[8].

Douget e voe klemm gant parrez Sant Herbod, skourr eskopti Kemper, hag unan all gant perc'hennerien ar bez[9],[10].

Kanaouennoù ha kantikoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Gwerz hag istor Koatkeo, Saint-Pol-de-Léon, Feiz ha Breiz, 1933, 23 p.
  • Soniou Feiz ha Breiz, embannet e 1930 (120 pajenn)
  • Beleg da viken, 1937, 3 p.

Buhez ar Sent

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pezhioù c'hoari

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Alanik al Louarn. Pe "n'euz den fin n'en deuz e goulz". Pez c'hoari plijadurus rimet e daou Arvest, Brest, Moullerez "Ar c'hourrier", 1905, 104 p. Savet diwar ar pezh gallek "La Farce de maître Pathelin".
  • Ar C'hornandoned, Imprimerie Simon, Roazhon, 1907. C'hoari farsus. 42 bajenn.
  • Dragon Sant Paol, Imprimerie Simon, Roazhon, 1907. Drama e gwerzennoù. 95 pajenn.
  • Job ar Bayon, Dizro an dianket Keriolet, savet gant J. ar Bayon, lakaet e brezhoneg Leon gant Perrot, Ti-embann Simon, Roazhon, 1908, 15 p.
  • Mouez ar goad, savet gant , lakaet e brezhoneg Leon gant Perrot, Le Goaziou, Montroulez, 1912, 46 p.
  • An Aotrou Kerlaban, 1922. Savet diwar Molière Monsieur de Pourceaugnac.
  • Eun Nozveziad reo gwenn, savet gant R. G. Berry, troet e brezhoneg diwar kembraeg gant Y.-V. Perrot ha Geraint Dyfnallt Owen, Brest, Emgleo Sant-Iltud, 1922, 18 p.
  • Yann Landevenneg, savet gant François Cornou, lakaet e brezhoneg Leon gant Perrot, Brest, Emgleo Sant-Iltud, 1924, 151 p.
  • E-tal ar poull, Brest, Emgleo Sant-Iltud, 1928, 16 p., diwar ar pezh gallek La Farce du Cuvier.
  • En o eil bugaleach, savet gant R. G. Berry, troet e brezhoneg diwar kembraeg gant Y.-V. Perrot ha Geraint Dyfnallt Owen, Brest, Moullerez ru ar C'hastell, 1928, 22 p.
  • Ar Vamm, diwar Betty Eynon Davies ha Kate Roberts (Y Vam), troet e brezhoneg diwar kembraeg gant Y.-V. Perrot et Meirion Dyfnallt Owen, Castell-Paol, éd. d’Arvor, 1935, 23 p.

Goude e varv

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Kroaz a Vrezel

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Adkemer er sevenadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Diell filmoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • An Taol Lagad, Enklask war vuhez ha marv Yann-Vari Perrot, gant Fañch Broudig, 8 a viz Kerzu 1985

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. 1,0 ha1,1 "Lec'hienn l'Ouest en Mémoire",
  2. Marie-Thérèse Cloître, « Séminaristes sociaux », « Séminaristes démocrates » : Le Cours ou la Conférence des Œuvres au grand séminaire de Quimper, 1885-1908.
  3. Feiz ha Breiz, niv. 1-1944, Genver-C'hwevrer 1944, p. 7.
  4. Anv ofisiel : Société coopérative catholique d'Édition, de Propagande de la langue bretonne - Emgleo Sant-Iltud. Mennad 2 ar statudoù : …lakaat da zont er-maez, prenañ ha gwerzhañ embannadurioù a bep seurt, kraflevrioù ha kelaouennoù e brezhoneg, dafarvpaper, traezoù arzel, skeudennoù-moul ha, diouzh an degouezh, plediñgant stalioù-levrioù brezhonek"" Arroudennet ha troet gant Jorj Abherve-Gwegen. E-barzh chabistr 2 E koun Youenn Drezen (1899-1972), Al Lanv, 2023, p. 42.
  5. Goude un eskemm lizhiri e c'houlennas Yann-Vari Perrot digant Youenn Drezen da vont d'un emmziviz e Moulerezh ar C'hastell d'an 24 a viz Meurzh 1922 ha e krogas an danvez-kelaouenner da labourat enni d'an 18 a viz C'hwevrer 1924. E-barzh E koun Youenn Drezen…, p. p. 45-46.
  6. https://web.archive.org/web/20160303212219/http://www.arvrobagan.fr/spip.php?article255.
  7. https://abp.bzh/la-tombe-de-yann-vari-perrot-a-ete-profanee-44683
  8. https://web.archive.org/web/20201202160015/http://7seizh.info/2018/04/02/scrignac-la-tombe-de-yann-vari-perrot-profanee-a-koat-keo/
  9. https://www.argedour.bzh/scrignac-la-tombe-de-labbe-yann-vari-perrot-a-ete-profanee/
  10. https://www.ouest-france.fr/bretagne/scrignac-29640/scrignac-la-tombe-de-l-abbe-perrot-profanee-5661288