Ziklon B
Ziklon B eo anv ur c'hontamm oberiet gant ar gompagnunezh alaman Degesch (Deutsche Gesellschaft für Schädlingsbekämpfung mbH, ur skourr eus Degussa), graet da lazhañ amprevaned, ennañ trenkenn kianhidrik dreist-holl.
Aozet e oa bet gant ar c'himiour alaman Fritz Haber a-benn lazhañ razhed ha laou, da stourm ouzh ar vrec'h-du, war vourzh al listri dreist-holl.
Perzhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar c'hontamm loenlazh-se a zo mougus. Pa vez graet gantañ e sav kianur hidrogen diwarnañ, ur gaz kontammus ha lazhus.
Implij ar Zyklon B gant an nazied
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]P'edont o klask an tu da lazhañ tud a vil vernioù e voe ampouet ar Ziklon B e miz Kerzu 1941 gant an nazied war brizonidi rus en Auschwitz. Gant Rudolf Höss, komandant Auschwitz, e voe kavet aesoc'h ober gant Ziklon B eget gant monoksid karbon evit lazhañ an dud a veze kaset dezhañ.
Kambreier-gaz a voe savet gant an nazied er c'hampoù-diouennañ ha bac'hañ evit lazhañ meur a gant den war un dro gant Ziklon B. Betek 1945 e voe implijet ar c'hambreier-gaz.
Gant ar gengompagnunezh kimiek IG Farben dreist-holl e veze aozet ar gaz. E Bro-C'hall e veze graet ivez gant ur skourr gall-alaman e labouradeg Villers-Saint-Sépulcre, en Oise.