Boied
Neuz
Tri meuriad keltiek anvet Boied (pe Boii e latin) a oa en Henamzer :
- unan e Bohemia ha rannvroioù zo eus Bavaria,
- unan all hag a oa divroet eus Bohemia da C'halia,
- hag un trede hag a oa divroet da norzh Italia.
Gant Boied Bohemia e pled ar pennad-mañ.
Boied Bohemia a oa ur meuriad galloudus e Kreiz Europa. Diazezet e voe ganto kêr Boioduron (Passau). Titr roue ar vBoied e oa Boiorix. Er Iañ kantved goude JK e voe aloubet Bohemia gant ar vMarkomaned, ur bobl c'hermanek, ha da get ez eas yezh ar Voied .
Dont a ra anv Bohemia eus hini ar Voied: Boio-haemum ("bro ar vBoied") a veze graet eus ar vro gant hec'h amezeien c'hermanek.