Mont d’an endalc’had

Veragri

Eus Wikipedia

Ar Veragri (Ueragrī/Weragrī, "kadourien veur", e galianeg ; Vĕragri e latin ; Οὐάραγροι Ouáragroi, distaget "Váragri", en henc'hresianeg) a oa ur bobl en Alpoù suis en Henamzer. Hervez Julius Caesar (De Bello Gallico III, 1, 6) edont o chom etre an Nantuati hag ar Seduni, da lavarout eo e kanton Valais. Octodurus e oa o c'hêr-benn (Martigny hiziv), ha Plinius an Henañ a rae Octodurenses anezho en e Naturalis historia, 3-20.