Ker
Ker zo ur ger a gaver a-gozh el lec'hanvadurezh vrezhonek hag en anvioù-tiegezh tennet anezho. Dont a ra eus kêr. A-wechoù e vez skrivet o varennañ al lizher K evel se : Ꝃnetra e-lec'h Kernetra.
Nevesoc'h en istor eo deuet ar pleg da implijout Ker evit reiñ anvioù da draoù all, evel tier.
Sterioù all zo gant ar gêr ker e brezhoneg avat :
- ker (anv-gwan) : karet, evel e "mignon ker",
- ker (anv-gwan), kontrol marc'had-mat,
- ar c'her (anv boutin), er ventoniezh.
Anvioù-lec'h kozh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]18 250 a lec'hanvioù e Ker- a zo, e Breizh-Izel dreist-holl. E Breizh-Uhel e gaver ar stumm Car- hag e Bro-Gembre ar stumm Caer-. Setu un nebeud skouerioù :
- Kernev
- ar Gerveur (Ker + Meur)
- Kerango
- Kerbêr
- Kergelenn
- Kergoad
- Kergrist
- Kerien
- Kermabon
- Kermoal pe Kervoal
- Kervaria...
Kêrioù zo e Breizh a grog gant Ker-, un nebeud skouerioù :
- Kerlouan
- Ar Releg-Kerhuon
- Kergrist-Moeloù
- Kerglof
- Kerhouarn
- Kerricharzh-an-Arvor
- Kervignag
- Kernaskledenn
- Kerc'hfaou
- Kernitron-al-Lann
- Kerverner-Raez...
Karterioù zo ivez :
- Keryann e Roazhon
- Ker Cadelac e Loudieg
- Kerinou, Kerichen, Keredern ha Kerbêr e Brest
- Kerfeuteun, Kercaradec ha Kermoysan e Kemper
- Kervenanec en Oriant
- Kergado e Gwened
- Kerlede e Sant-Nazer
Lec'hioù all :
- Tourioù-tan evel hini Kermorvan, hini Kerbel, hini Kergadeg, hini Kernevest, hini Kerlede, hini Kerprijent, hini Kereon, etc.
- porzh-pesketa ha bon splujerezioù Keroman en Oriant
- Keranna, lesanv Santez-Anna-Wened, lec'h-pirc'hirinañ e-kichen an Alre
- Stad Kerhuel e Kemper
- Koad Keroual e-kichen Brest
- kêriadenn skouer Kerhinet e Sant-Lefer, er Briver
En estrennvro
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kêrioù en estrennvro hag a grog gant Ker- e brezhoneg :
- Kêrdiz, kêr-benn Bro-Gembre
- Kergustentin, kêr-benn kozh an Impalaeriezh otoman, e Turkia bremañ
- Kêrgent, Canterbury e Bro-Saoz
- Kergustent, Coutances e Normandi
- hag ivez an inizi Kergelenn hag an Inizi Kermadeg, en hantervoul su
Er broioù keltiek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E Bro-Gembre e kaver ar rakger Car pe Caer, evel e Cardiff pe Caerdydd e kembraeg.
E Bro-Skos ez eus ur gêr anvet Kirkintilloch e saozneg. Kir- a zeu eus ar predeneg kozh "ker" pe "caer", "kreñvlec'h". Ker Pentaloch eo an anv e predeneg. Un c'heñvlec'h a oa eno da vare an impalaeriezh roman.
Castlecary zo ur gêriadenn istorel e Bro-Skos, dont a ra -cary eus ker ivez.
Digouezh ar Pireneoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En Ariège e kaver an anv-lec'h Ker pe Cair a-wechoù. Talvezhout a ra kement ha « penn roc'h» pe « kribenn roc'h ». Mougevioù Ker Massat zo mougevioù ragistorel brudet er c'horn-bro-se. N'eus netra da welout gant ar ger brezhonek.
Anvioù-tiegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An anvioù-tiegezh brezhonek hag a grog gant Ker- a c'hall bezañ tennet eus anvioù-lec'h pe eus un atant gant anv un den war-lerc'h, da skouer :
- Kerbaol, Kersimon Keryann hag all, hag all...
- Kergrist
- Kermoal ha de Kermoal
- Kervella
- Kernaleguen
- Kervern
- Kerneis
- Kervegan
- Kermadeg
- Kergelenn
A-wechoù eo bet brezhonekaet anvioù romanek, da skouer La Villemarquée e Kervarker, ha Moulinsart e Kervilin e troioù-kaer Tintin.
Kershaw zo un anv-tiegezh saoznek. Dont a ra eus "kirk", iliz, ha "shaw", bodad gwez.
Kerr (skrivet ivez Ker, Kear, Carr, Carre ha Cares) zo un anv-tiegezh skosat hag a zeu eus William de Ker, un Norman bet staliet eno en XIIvet kantved.
Anvioù nevez savet abaoe ar XIXvet kantved
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Adalek fin an XIXvet kantved, p'en deus kroget an touristerezh kouronkañ da zioren e Breizh, eo deuet ar c'hiz da envel e zi, ha dreist-holl e eilti war bord ar mor, gant Ker + un anv-bihan, pe c'hoazh Keravel, etc. Un niver bras kenañ a dier zo bet anvet evel-se war holl aodoù Breizh, hag en Argoad ivez a-wechoù. Brezhonek, gallek pe gallekaet e vez an anv-bihan peurliesañ. Skouerioù e-leizh eus ar pleg-se a zo, tier-vakañsiñ prevez met ivez kenkizoù, manerioù ha letioù savet gant tisavourien vrudet, da skouer ar c'henkizoù rummet Ker Vary ha Ker Louisic er Baol, pe e Pornizhan kenkizoù Ker Souveraine, Ker Gaïdic (tro-dro 1880) ha Ker Juliette hag a zo hiziv un domani gant letioù-annez touristel hag ur preti.
Lec'hioù zo zo bet anvet gant Ker ivez, evit abegoù liesseurt :
- Kerfank, lesanv kamp Arme Breizh e-pad Brezel 1870
- Kêr-Vreizh, ur greizenn sevenadurel e Pariz
- Kampus Kerlann e-kichen Roazhon, loc'het er bloavezhioù 1990.
Embregerezhioù ha mediaioù zo o deus kemeret un anv graet gant Ker ivez, a-wechoù gant ur ger gallekaet pe saoznek :
- kalzig merkoù chistr o deus un anv e Ker- : Kerné, Kerisac, Kerloïck, Kermabo, etc.
- Ker Cadélac, ur merk kouignoù ha gwastili krouet gant Daniel Kermeur
- Kering, anv ur stroll eus genad ar moed savet gant ar rakger brezhonek Ker- hag al lostger saoznek -ing
- Kernews, ur skingomz eus Bro-Wenrann
Traoù all :
- ar c'hersantit, ur maen tennet e anv eus Kersanton, ur gêriadenn e Loperc'hed e Morlenn Brest.
Anvioù el lennegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Kêr Is, ur gêr vojennel, kêr ar Roue Marc'h
- Kerambreoù, skol sorserez Harry Potter (Hogwarts en doare orin)
- Kêr al loened, ur romant distopek gant George Orwell
- Kerascoët, anv-arzour ar c'houplad treserien bannoù-treset Marie Pommepuy ha Sébastien Cosset