Mont d’an endalc’had

Rouantelezh East Anglia

Eus Wikipedia


East-Anglia
520 – 869 Flag
Location of Rouantelezh East-Anglia
Location of Rouantelezh East-Anglia
Kêr-benn Dianav
Yezh(où) Hensaozneg
Gouarnamant Monarkiezh
Istor
 - Unvaniezh Norfolk ha Sufolk 520
 - Aloubet gant ar Vikinged 869

Rouantelezh East-Anglia a oa ur rouantelezh angl-ha saoz a gloke he zachenn tro pe dro gant kontelezhioù a-vremañ Suffolk ha Norfolk. Krouet e oa bet, war a-seblant, en eil hanterenn eus ar VIvet kantved hag unan eus ar peder rouantelezh angl-ha-saoz dizalc'h c'hoazh e oa e amzer an aloudabeg viking.

Disklaer eo orin rouantelezh angled ar reter. Hervez Nenius e vefe bet Wehha ar roue kentañ met eus e vab Wuffa e tenn ar familh roueel hec'h anv. Kalz koshoc'h eo ar pobladur angl-ha-saoznek ha unan eus ar rannvroioù kentañ da zegemer embroidi angl eo East Anglia moarvat. Kreñv a-walc'h e oa al levezon skandinavia war a seblant hag an heñvelder etre karn Suton Hoo ha bezioù roueel e Sveden en-deus lakaet tud da grediñ e oa familh roueel East Anglia ur skour eus un dierniezh reter Sveden. Hervez un deorien arall e tiskennfe eus tiegezh ar Geats meneget e Beowulf.

Suffolk ha Norfolk a oa riezoù pe meuriadoù dizalc'h er VIvet kantved moarvat met n'ouzer ket pegoulz e oant bet unvanet.

Er VIIvet kantved hepken ez a East Anglia war-well en hon andonoù. Sujet e oa da Aethelbert Kent e oa he roue Raedwald East Anglia, war a seblant, met gwanoc'h e oa e levezon. Mirout a rae Raedwald ar gwir da gomandiñ e lu ha daoust m'en-doa savet un aoter da Jezuz e kendalc'has da enoriñ an doueed bagan.

Goude marv Aethelbert Kent ez eas Raedwald da roue pouezusañ e su bro-Saoz. Gwareziñ a reas Edwin Deira edo a vezañ poursuet gant Aethelfrith Northumbria. Hemañ a faezhas e 616 war vord ar ster Idle.

E-pad rest ar c'hantved e stourmas East Anglia a-enep Mercia, dreist-holl evit kontrol Mid-Anglia. War-dro 650 e voe kaset kuit Anna East Anglia eus ar vro gant Penda Mercia. Rediet e voe da repuiñ e bro ar Magonsaete e-pad un amzer verr. Lazhet e voe hemañ en un emgann a-enep Penda e 653 pe 654 ha da sujet da Vercia ez eas e rouantelezh war a seblant rak e susitour Aethelhere East Anglia a varvas en Emgann Winwaed tra ma stourme e arme Penda.

Goude faezhidigezh ha marv Penda e adkavas East Anglia he frankiz hag un darn eus he galloud. War a seblant e aoutrounias Essex e-pad un amzer hag ul levezon greñv a viras war Mid-Anglia. E-pad ren Aethelwald East Anglia pe Aldwulf East Anglia e timezas ar briñsez Aethelthryth gant Tondbert, tiern ar South Gyrwe, ar pezh a roas kontrol rannvro Ely d'ar rouantelezh.

Galloudus e chomas ar rouantelezh e-pad hanterenn gentañ ar VIIIvet kantved. E 749, avat, e voe disrannet e teir darn. An hini galloudusañ eus ar rouaned, Beonna East Anglia a adunvannas ar vro buan a-walc'h, war-a-seblant, rak an hini nemetañ o kognañ pezhioù moneiz e voe. Posupl eo ivez, avat, e oa un doare penn-roue gant daou is-roue dindanañ.

E deroù ar bloavezhioù 790 e kouezhas ar rouantelezh dindan veli Offa Mercia rak pezhioù moneiz a gognas en East Anglia e-pad ar prantad-se. Gant Aethelbert East Anglia e voe kognet pezhioù moneiz ivez met darn vrasañ ar glaskourien a gred eo sin un emsavadeg. Ur c'hwitadenn e voe moarvat rak lazhet e voe Aethelbert gant Offa e 794. En em sevel a reas ar vro goude marv Offa e 796 ha seblantout a ra e teuas a benn ur roue Eadwald e anv da frankizañ ar vro e-pad un amzer verr. Ne renas hemañ nemet betek 798, avat, ha goude an amzeriad-se e voe renet ar vro gant Mercia adarre, daoust ma'z eo disklaer munudoù an darvoudoù.

IXvet kantved ha fin ar rouantelezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Chom a reast East Anglia ur broviñs Mercia betek 826 pa faezhas Æthelstan East Anglia Beornwulf Mercia, gant skoazell Wessex en-doa e roue Ecgbert Wessex faezhet Mercia en Emgann Ellendun. E 827 e faezhas Æthelstan Luceda Mercia en-doa esaet da adaloubiñ ar vro. Goude an amzeriad-se n'eo anavezet istor East Anglia nemet dre bezhioù moneiz. Mirout a reas ar rouantelezh e frankiz betek 869 pa voe lazhet e roue diwezhañ, Edmund East Anglia gant al Lu Bagan Veur.

Goude-se e tremenas East Anglia dindan veli ar vikinged, daoust ma'z eo posupl e kendalc'has isrouaned saoz da ren e kornioù'zo ar vro.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]