Mont d’an endalc’had

Ruzenn logigoù divouezh

Eus Wikipedia
LFE – niverenn 132
LFEunicode s
LFE – skeudenn {{{imagesize}}}
X-SAMPA s
Selaou

Unan eus ar c'hensonennoù e taolennoù ofisiel al lizherenneg fonetikel etrebroadel ganti un arouezenn ispisial eo ar ruzenn logigoù divouezh treuzskrivet [s] hervez reolennoù al LFE, ganti an niverenn dave 132.

Kavet e vez stank-tre ar son [s] e-touez yezhoù ar bed, ha pa vez implijet ruzennoù gant ur yezh e vez implijet ganti hogozik atav ar son [s] ivez. Ral a-walc'h eo ar c'hensonennoù er yezhoù komzet en Aostralia dre vras ha ne vez implijet gante c'hwibanenn ebet, en o zouez ar gensonenn [s].

E yezhadur ar brezhoneg emañ liammet ar fonem-mañ ouzh ar e fonem mouezhiet par [z] dre ar c'hemmadurioù dre vlotaat daoust ha ma ne vez ket skrivet (sellit ivez ouzh ar pennad: "Dereziadur kensonennel"):

[s] > [z]
"sent" > "ar sent" (distaget "zent")

C'hwibanenn logigoù divouezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Peurliesañ e vez distaget ar fonenn [z] evel ur c'hwibanenn logigoù divouezh

Ruzenn beg-logigoù divouezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant yezhoù all avat e vez distaget ar fonem [z] evel ur ruzenn beg-logigoù divouezh, treuzksrivet dre implijout ur sin diakritel isisial hervez reolennoù al LFE: [s̺]

Ruzenn logigoù divouezh nann-c'hwibanus

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ral a wezh e kaver ur ruzenn logigoù divouezh nann-c'hwibanus, hogozik atav evel alofennoù ur ruzenn dent.


  Kensonennoù Gwelit ivez: Lizherenneg fonetik etrebroadel, Vogalenn  
Skeventel Diweuz Gweuz-dent Dent Logigoù Drek-logigoù Kilbleg Rak-staon Staon Gouel Hugenn Gargadenn Ankoue Tarzh Nann-skeventel hag arouezennoù all
Dre fri m ɱ n ɳ ɲ ŋ ɴ Klikoù  ʘ ǀ ǃ ǂ ǁ
Dre serriñ p b t d ʈ ɖ c ɟ k ɡ q ɢ ʡ ʔ Entarzh.  ɓ ɗ ʄ ɠ ʛ
Dre daravat  ɸ β f v θ ð s z ʃ ʒ ʂ ʐ ɕ ʑ ç ʝ x ɣ χ ʁ ħ ʕ ʜ ʢ h ɦ Dre strakal 
Dre dostaat  β̞ ʋ ð̞ ɹ ɻ j ɰ A-gostez all  ɺ ɫ
Dre froumal ʙ r ʀ Kendistaget dre dostaat ʍ w ɥ
Dre stlakat ⱱ̟ ɾ ɽ Kendistaget dre daravat ɧ
A-gostez dre daravat ɬ ɮ Dre fic'hal  ʦ ʣ ʧ ʤ
A-gostez dre dostaat l ɭ ʎ ʟ Kendistaget dre serr.  k͡p ɡ͡b ŋ͡m
An arouezennoù a-zehoù e pep par mar bez a ra dave d'ur gensonenn mouezhiet. E gris emañ ar sonioù ma kreder dibosubl o c'havout.