Troad inelativel
Neuz
Er yezhoniezh e vez implijet an termen troad inelativel (saoz.: inelative case) evit komz eus un droad o klotaat mui-pe-vui gant an araogenn "eus (diabarzh)" e brezhoneg.
Implijet e vez gant al lezgieg, savet dre ouzhpennañ al lostger ("-дай"; -day) d'ar stumm ergativel, da skouer:
- "Варшавадай Тегьрандиз саки вад югъ рехъ ава."
- Varchavaday Tehrandiz saki vad jugh reqh ava.
- "Hogozik pem devezh e-pad ar viaj eus Varsovia da dTehran".
Implijoù astennet all he deus an droad-mañ ivez, da skouer:
- "Заз гайи куьмекдай ваз сагърай лугьузва"
- Zaz gayi kumekday vaz saghray luhouzwa.
- "Da drukarekaat a ra evit ar sikour ac'h eus prestet din"
Mammennoù:
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Levrlennadur:
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Haspelmath, Par Martin (1993) A Grammar of Lezgian, Walter de Gruyter