Nevenoe
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Rouantelezh Breizh |
Anv e yezh-vamm an den | Nevenoe, Nominoë |
Titl noblañs | penndiern, Kont |
Moranv | père de la Bretagne, père de la patrie, Tad ar Vro |
Deiziad ganedigezh | 800 |
Lec'h ganedigezh | Arvorig |
Deiziad ar marv | 7 Meu 851 |
Lec'h ar marv | Vendôme |
Lec'h douaridigezh | Abati Redon |
Bugel | Erispoe |
Yezhoù komzet pe skrivet | henvrezhoneg |
Micher | monark |
Relijion | Katoligiezh |
Nevenoe (ha Nevenoù, Nominoe, Numinoe en dielloù), marvet d'ar 7 a viz Meurzh 851 e-kichen Vendôme, a oa ur priñs breizhat hag a oa bet roet karg dezhañ gant an impalaer frank Loeiz an Deol da vezañ missus dominicus (ur seurt prefed) e Breizh evit lakaat ar Vrezhoned da baeañ tailhoù da Impalaeriezh ar C'hornôg.
Pa varvas Loeiz an Deol ne fellas ket da Nevenoe chom dindan beli e vab Karl Voal, setu e kemeras penn ar Vretoned.
Tud zo a wel Nevenoe evel « roue kentañ Breizh »[1] a-bezh — petra bennak ma c'hallfed reiñ an titl-se da Morvan Lez-Breizh pe da Yezekael, roue Domnonea, met hervez lod istorourien ne oa ket roue evit gwir, kontrol d'e vab.
Lesanvet e vez « Tad ar Vro » gant ar Vretoned memestra peogwir en doa savet ur Stad e Breizh hag a badas betek dibenn ar Grennamzer[2]
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]N'ouzer ket mat eus pelec'h e teue Nevenoe. Kont Gwened e oa, met n'eo ket ret e teue eus Bro-Wened. Tud zo a lavar e teue eus ar vro e-kichen Redon, met krediñ a reer e teue eus ar Poc'her.
Goude an emsavadeg hollek a c'hoarvezas en Impalaeriezh ar C'hornôg e voe aozet e 831 ur vodadeg hollek en Ingelheim. Eno e voe anvet Nominoe missus imperatoris ("kannad an impalaer") ar Vretoned gant impalaer ar C'hornôg ha roue ar Franked, Loeiz an Deol, mab Karl Veur, da lavaret eo kannad annezidi Breizh a-bezh war-bouez markoù Roazhon ha Naoned rak en IXvet kantved e oa an harzoù etre ar Vrezhoned hag ar Franked a-hed ar stêr Wilen. Gant Regino Prüm e voe skrivet, dre fazi e 837, en e oberenn Chronicon :
Murmanus rex Brittonum moritur et Numenoio apud Ingelheim ab imperator ducatus ipsius gentis traditur.
Morvan [Lez-Breizh], roue ar Vretoned, a varvas ha Numenoi [Nevenoe] a voe krouet dug ar memes pobl gant an impalaer en Ingelheim[3].
Feal e chomas Nevenoe da Loeiz betek marv an impalaer e 840, met ne oa ket evit anavezout beli e vab pa n'en doa ket touet chom feal dezhañ.
Trec'h e voe Nevenoe war Garl Voal, mab da Loeiz an Deol, en Emgann Ballon e-kichen Baen-Ballon e 845.
Aloubiñ a reas Nevenoe Bro-Roazhon ha Bro-Naoned goude-se, ha klask astenn e veli war gornôg Bro-C'hall.
Dimezet e oa Nevenoe da Arc'hantael (Argantael). Evel ur roue e renas e diriad hag e harpas sant Konwoion evit sevel Abati ar Salver e Redon.
Mervel a reas e-kichen Vendôme d'ar 7 a viz Meurzh 851. Erispoe, mab dezhañ, a voe lakaet da roue goude e varv.
Titladur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Gubernans in Brittanniam adalek 831 betek 837
- Comes Venetice civitatis e 832
- Magister in Britanniam e 833
- Regnans in Britannia e 833, 835
- Princeps Venetice civitatis e 834
- Missus in Britannia e 837 ha 839
- Dux in Britannia e 834 ha 840
- Dominans in Britanniam e 837
Nevenoe e Breizh a-vremañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Delwenn Nevenoe
e Baen-Ballon -
Sichenn delwenn Nevenoe
e Baen-Ballon
Nevenoe Tad ar Vro,
Penntiern ar Vrezhoned
Nominoe Brittonum Rex 851
-
Plakenn straed Nevenoe
e Redon -
« Kurunidigezh Nevenoe »
Édouard Toudouze (1905) -
Nevenoe, engravadur gant Jeanne Malivel (1922)
-
Plakenn-goun da Nevenoe
gant Kevredigezh Vroadel Breizh (1934)
Monumant Baen Ballon
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur monumant lid a vo ouzhpennet d'ar 26 a viz Mae 2018[4]. Jean-Pierre Baudu eo an arzour e-karg gant sevel ar mein koun.
- Tapet en deus Nevenoe ur plas hep e bar e spered ar Vretoned a-vremañ. Moarvat eo an den istorel anavezetañ war-lerc’h an dugez Anna.
- Lesanvet eo bet « Tad ar Vro ».
- Névénoé (pe Névénoë) zo ur c'hooperativ komz poblek hag un ti embann pladennoù sonerezh Breizh krouet gant Patrick Ewen ha Gérard Delahaye e 1973.
- D'ar mare ma kreded e oa bet c’hoarvezet Emgann Ballon e deroù miz Mezheven e oa bet roet lañs e Baen-Ballon d’un darvoud anvet Devezh ar vro, er bloavezhioù 1950. Eno, war ar blasenn vras, ez eus un delwenn savet gant Raffig Tullou e 1952 m’eo bet enskrivet Nevenoe - Tad ar Vro - Penntiern ar Vretoned - Nominoe - Britonnum Rex - 851.
- Gilles Servat a gan ar ganaouenn "Kan bale Nevenoe", krouet ha kanet da gentañ gant Glenmor[5].
- Un embregerezh koarad en deus choazet an anv Nominoë, produioù ekologel ha bio a vez produet ganto[6].
- Ur yalc'had arc'hant a zo bet roet an anv "Yalc'had Nevenoe" pe "Fonds Nominoe" dezhi. Krouet ha mestroniet gant ospital Pontchaillou e Roazhon, ar yalc'had a servij da harpañ mennadoù medisinerezh[7].
Levrelladur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- E brezhoneg
- Drouk-kinnig Nominoe, e Barzhaz Breizh
- Nevenoe, kanaouenn vrezhonek savet gant Glenmor
- Nominoe-oe zo ur pezh-c’hoari savet gant Jakez Riou
- E galleg
- Brekilien, Yann. Les Cavaliers du Bout du Monde (romant). Monaco : Éditions du Rocher, 1990 (ISBN 978-2-268-00928-5)
- Cassard, Jean-Christophe. Les Bretons de Nominoë (studiadenn). Brasparzh : Éditions Beltan, 1990 (ISBN 978-2-905939-17-3)
- Geslin, Colette La chevauchée Nominoë (romant). Gourin : Éditions des Montagnes Noires, 2017 (ISBN 979-10-97073-00-8)
En e raok: — |
Rouaned ha Duged Breizh 840 – 851 |
War e lerc'h: Erispoe |
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) Tourisme en Bretagne
- ↑ (fr) Nominoë, gant Joseph Chardronnet.
- ↑ Smith, 80 ha 81.
- ↑ https://www.ouest-france.fr/bretagne/redon-35600/le-roi-nominoe-fait-son-grand-retour-dans-le-pays-de-redon-5737322
- ↑ Komzoù "Kan bale Nevenoe".
- ↑ Lec'hienn ofisiel an embregerezh koarad Nominoë.
- ↑ (fr) Le'chienn ar yalc'had Nominoe.
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Filmoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Louis Élégoet, Istor Breizh, TES
- Arthur de La Borderie, Histoire de Bretagne, t. 2, Mayenne, Joseph Floch, 1975 (1re éd. 1898), 556 p., p. 27-72
- Barthélemy-Amédée Pocquet du Haut-Jussé,
- Nominoë et la naissance de la Bretagne, Société d'histoire et d'archéologie de Bretagne, 1945
- Les Papes et les Ducs de Bretagne, Spézet, COOP Breizh, 2000 (ISBN 2843-46077-8)
- Henri Poisson, Nominoë : Fondateur de l'État breton, Les Presses Bretonnes, Sant-Brieg, 1967
- Hervé Le Boterf, Nominoë et l'épopée des Rois de Bretagne, Paris, France-Empire, 1981 (ISBN 2-70480-875-9)
- André Chédeville et Hubert Guillotel, La Bretagne des saints et des rois Ve-Xe siècle, Éditions Ouest-France, 1984, 423 p. (ISBN 2-85882-613-7)
- Noël-Yves Tonnerre, Naissance de la Bretagne. Géographie historique et structures sociales de la Bretagne méridionale (Nantais et Vannetais) de la fin du VIIIe à la fin du XIIe siècle, Angers, Presses de l'Université d'Angers, 1994 (ISBN 2-903075-58-1)
- Janet L. Nelson, Charles le Chauve, Paris, Aubier Histoires, 1994 (ISBN 27007-2261-2)
- Jean-Christophe Cassard, Les Bretons de Nominoë, Brasparzh, Beltan, 1990, 320 p. Adembannet gant Presses Universitaires de Rennes, Roazhon, 2003.